Amélie d'Orléans
Neuz
(Adkaset eus Amélia de Orleães)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/03/Hist-amelia.jpg/220px-Hist-amelia.jpg)
Amélie d'Orléans (1865-1951), pe Marie Amélie Louise Hélène d’Orléans, pe Maria Amélia Luísa Helena de Orleães e portugaleg, a oa ur briñsez c'hall eus an Tiegezh Orléans hag a deuas da vout rouanez Portugal dre zimeziñ.
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa e Bro-Saoz ma oa repuet he zud goude dispac'h 1848. Merc'h henañ Philippe d’Orléans, kont Pariz, hag e bried Marie-Isabelle d'Orléans (1848-1919) e oa.
Dimeziñ a reas d'ar roue Carlos Iañ Portugal. E 1908 e voe lazhet he fried hag he mab henañ Luís Filipe en ur gwalldaol.