Elisabeth Aostria (1526-1545)
Neuz
(Adkaset eus Elisabeth von Österreich (1526-1545))
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c3/Disambiguation.svg/20px-Disambiguation.svg.png)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/03/Elzbieta_Habsburzanka.jpg/220px-Elzbieta_Habsburzanka.jpg)
Elisabeth Aostria (1526-1545) a oa ur briñsez aostrian hag a deuas da vout Rouanez Pologn dre he dimeziñ da Sigismund II Aogust.
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Merc'h e oa da Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel.
He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Marv ar Rouanez a voe kavet iskis ha kaoz a voe a gontammadur. Tamallet e veze ar vamm-gaer italian, Bona Sforza, enebourez ruz d'an Habsbourged. Prouenn ebet avat ne voe kavet enep dezhi.
Beziet e voe Elisabeth en iliz-veur Vilnius.
Addimeziñ a reas he fried roue. Da gentañ gant e serc'h Barbara Radziwiłł, goude gant Katharina Aostria, c'hoar da Elisabeth, e bried kentañ.