Kloc'hdi
Neuz
(Adkaset eus Garid)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c5/Bulat_Pestivien_-_Bretagne_-_France_-_Eglise_Church_Notre-Dame_2003.jpg/220px-Bulat_Pestivien_-_Bretagne_-_France_-_Eglise_Church_Notre-Dame_2003.jpg)
Ur c'hloc'hdi[1] zo un doare tour, war un iliz, uhel pe uheloc'h, ma'z eus ur c'hloc'h pe meur a hini. Peurvuiañ e lavarer tour an iliz, ha netra ken, pe neuze gant anv ar barrez: tour Plouenan, tour Plouvorn.
Garidoù a vez a-wechoù e lein an tour. Un aspled mein ez int, toull-didoull, hag a vez ouzh hent-tro kloc'hdioù zo.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Ur gelaouenn anvet Clocher Breton/Kloc'hdi Breiz a voe embannet etre 1895 ha 1915. Kentañ meneg en ur geriadur e vefe e hini Gwilhevig hag ar Gov e 1924 (skrivet kloh-di, p. 41).