Mont d’an endalc’had

Herri ar Roue Yaouank

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Herri Yaouank)
Henry the Young King

Kurunadur Henry
The Becket Leaves, c. 1230)
Ganedigezh 28 C'hwevrer 1155
Londrez, Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Marv 11 Mezheven 1183
Martèl, Bro-C'hall Bro-C'hall

Tiegezh Plantagenet
Tad Henry II of England
Mammm Eleanora Akitania
Pried Marguerite de France
Bugale William (19-22 Mezheven 1177)
Besroue Bro-Saoz
Ren 14 Mezheven 1170
betek e varv
Roue Henry II of England

Herri ar Roue Yaouank (Henry the Young King e saozneg) 11551183, a oa an eil eus pemp mab Herri II (Bro-Saoz) hag Eleanora Akitania.

Bloaz e oa, e 1156, pa varvas e vreur henañ Gwilherm, ma teuas da vezañ pennhêr.

E 1158 e voe rakdimezet da Varguerite, kentañ merc'h Loeiz VII hag e eil pried, Constanza Kastilha (1136-1160)‎.
E 1160, gant aotre ar pab Alesant III, e voe euredet Herri, 5 bloaz, da Varguerite, 2 vloaz. Mall bras a oa war Herri II da gaout argouroù e verc'h-kaer, Vexin.

E 1162 e voe kaset da vout skoliataet gant Thomas Becket, kañseller Bro-Saoz. A-raok dibenn 1163 e voe anvet Becket da arc'heskob Canterbury, ha trenkañ a reas an darempredoù etre ar roue hag eñ, ma voe tennet ar priñs digantañ.

Adalek 1170 e renas Herri, 15 vloaz neuze, a-gevret gant e dad evel roue Bro-Saoz, Dug Normandi, Kont Anjou ha Maine.

Mervel a reas e 1183, da 28 vloaz, tri bloaz a-raok e vreur Jafrez, dug Breizh, ha c'hwec'h vloaz a-raok e dad.
E eil breur, Richarzh Kalon-Leon, a renas war-lerc'h o zad.