Heteroptera
Neuz
(Adkaset eus Laou-koad)
![Un amprevan e gorf tric'hornek ha gell](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f3/Carpocoris_purpureipennis_HD.jpg/220px-Carpocoris_purpureipennis_HD.jpg)
An Heteropterae, pugnez pe louezaed e brezhoneg, zo un isurzhiad eus an amprevaned heterometabolek eus isrenkad ar Pterygota, dezho :
- ur genoù graet da flemmañ ha da sunañ ;
- div zivaskell. An askelloù a-raok zo kroc'hennek e-skoaz re a-dreñv zo damgarnet ;
- kerniel hir.
En isurzhiad-mañ ez eus 41 c'herentiad hag a vod ouzhpenn 30 000 spesad anvet pugnez en un doare hollek, ha pa vevfent en dour pe war an douar. Ar c'herentiad anavezetañ eo hini ar Pentatomidae.