Omar al-Bashir
Neuz
(Adkaset eus Omar Hasan Ahmad al-Bashir)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2b/Omar_al-Bashir%2C_12th_AU_Summit%2C_090131-N-0506A-342.jpg/220px-Omar_al-Bashir%2C_12th_AU_Summit%2C_090131-N-0506A-342.jpg)
Omar Hasan Ahmed al-Bashir (en arabeg : عمر حسن أحمد البشير) zo ur soudard hag ur politikour eus Soudan, ganet d'ar 1añ a viz Genver 1944 e Hosh Bannaga. E penn ar Stad emañ abaoe 1989.
Soudard eo bet en arme Egipt da vare brezel Kippour ouzh Israel e 1973. Pa zistroas da Soudan e voe lakaet e karg da stourm ouzh arme dieubidigezh Soudan e su ar vro. Kas a reas an taol-Stad ouzh ar ministr Kentañ Sadeq al-Mahdi e 1989 ha kemer ar galloud. Dont a reas da vezañ prezidant Soudan d'ar 16 a viz Here 1993.
Urzhioù-bac'hañ anezhañ zo bet embannet gant al lez-varn gastizel etrebroadel e 2009 ha 2010 evit torfed-brezel, torfed a-enep Mab-Den ha gouennlazh e-kerzh brezel an Darfour.
Addilennet eo da brezidant e 2015 gant 94,5 % eus ar mouezhioù.