Mont d’an endalc’had

Víctor Jara

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Victor Jara)
Víctor Jara
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhChile Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denVíctor Jara Kemmañ
Anv ganedigezhVíctor Lidio Jara Martínez Kemmañ
Anv-bihanVíctor, Lidio, Victor Kemmañ
Anv-familhJara Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekMartínez Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Gwe 1932 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSan Ignacio Kemmañ
Deiziad ar marv16 Gwe 1973, 14 Gwe 1973 Kemmañ
Lec'h ar marvSantiago de Chile, Santiago commune Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Lec'h douaridigezhSantiago General Cemetery Kemmañ
TadManuel Jara Kemmañ
MammAmanda Martínez Kemmañ
PriedJoan Jara Kemmañ
Yezh vammspagnoleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Tachenn labourArzoù an arvest, sonaozañ, barzhoniezh Kemmañ
ImplijerUniversidad Técnica del Estado Kemmañ
Kargkannadour Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur Chile Kemmañ
Deroù ar prantad labour1959 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1973 Kemmañ
Strollad politikelCommunist Party of Chile Kemmañ
Relijionlapsed Catholic Kemmañ
Voice typebaritone Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh, gitar Kemmañ
PladennrolladurVíctor Jara discography Kemmañ
Tachenntraditional folk music, Kanaouennoù-stourm, nueva canción chilena Kemmañ
Label sonerezhOdeon Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.fundacionvictorjara.org/ Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.tekstowo.pl/wykonawca,victor_jara.html Kemmañ
Subject has rolevictim of the Chilean military dictatorship Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerSCD Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ


Víctor Jara a zo bet ganet e Chillán (Chile) d'an 28 a viz Gwengolo 1932 ha marvet d'ar 16 a viz Gwengolo 1973 e Santiago.

Bugel labourerien douar, n'en doa ket Victor Jara desket ar sonerezh en ur skol sonerezh. E vamm an hini eo he deus kelennet rustennoù kentañ ar gitar dezhañ. Yaouank e teskas kanañ kanaouennoù gregorian e kloerdi Redentorista de San Bernardo. Da heul e tarempredas gant laz kanañ Skol-Veur Chile hag e kemeras perzh da sevel an abadenn Carmina Burana. War un dro e krogas gant e labour dastum hag enklask war ar folklor.

Un nebeud bloavezhioù war-lerc'h e kenstagas ar gompagnunezh eus Enrique Noisvander hag e studias al leurennañ e skol teatr Skol-veur Chile.

Da 27 vloaz e voe rener ha merour ar pezh-c'hoari Parecido a la Felicidad skrivet gant Alejandro Sieveking. C'hoari a reas anezhañ en Arc'hantina, Uruguay, Venezuela ha Kuba. D'ar memes mare e enrollas div ganaouenn skrivet gant Violeta Parra asambles gant ar strollad Cuncumén

Kemer a reas perzh en Nueva Canción Chilena (Kanaouenn Nevez Chili), a zo bet a-bouez evit an treuzfurmadurioù sokial pennañ ar vro er bloavezhioù 60 ha 70. Goude bezañ kanet er strollad Quilapayún, e stagas gant ar vicher kanañ diouzh e du. Troet vo da ganañ kanaouennoù stourm, politikel-tre, asambles gant kanaouennoù karantez, ha buan a-walc'h e teuas da vezañ un den klevet ha doujet e-touez ar labourerien-douar, ar micherourien, hag an dispac'hourien. Victor Jara a stourmas ivez er Partido Comunista de Chile (Strollad komunour Chili) betek deiz e varv. A-drugarez da-se ha d'e bouez er bed sevenadurel e kemeras perzh bras ivez e-barzh gouarnamant an Unidad Popular (Unvaniezh ar Bobl) a oa Salvador Allende Gossens en e benn.

D'an 11 a viz Gwengolo 1973 (deiz taol stad an diktatour Augusto Pinochet a ziskaras gouarnamant ar prezidant Salvador Allende) ez eas Victor Jara da brezegenniñ en Universidad Técnica del Estado (Skol-Veur Stad an Teknikoù) evit lañsañ un emsav enep d'ar renad soudard nevez. Tapet gant an arme e voe kaset e sportva Chili, lec'h ma voe jahinet didruez a-raok bezañ lazhet.


Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1967 Víctor Jara
  • 1969 Pongo en tus manos abiertas
  • 1970 Canto libre
  • 1971 El derecho de vivir en paz
  • 1972 La población
  • 1973 Canto por travesura
  • 1975 Presente (posthum veröffentlicht)

Oberennoù troet e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Al Liamm, niverenn 359, Kerzu 2006, seizh kanenn troet gant Iwan Couée :
    • "Al loar 'zo brav bepred"
    • "An arar"
    • "Ne c'hellez ket mont war da c'hiz"
    • "Lez ar vuhez da vont war-nij"
    • "Pe vern din-me pediñ an neñv?"
    • "Ar c'harrener"
    • "Dit-te koulmig e fell din lavarout"