Élise
Neuz
Élise (a-wechoù Elyse) zo un anv-badez gallek.
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N'eo nemet unan eus berradurioù an anv-badez Elisabeth, un anv a orin hebreek meneget er Bibl.
Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Elise e saozneg
- Else, Ilse, en alamaneg
Adstummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niverus eo an adstummoù
- Lise ha Lyse, berradurioù
- Elisa, Eliza, Lisa, Liza hag Elsa, Else, Ilse.
- Lili, Lilou, Lisette, Lison, Lisou.
Giz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diouzh ar c'hiz e oa war-dro 1900, war-dro 1920 adarre, ha goude 1980. En 2001 e oa bet an anv roet d'ar muiañ a verc'hed e Bro-C'hall.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIIvet ha XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Élise Bruyère (1776–1847) livourez c'hall.
- Marie-Louise Élise Cestac (14 mars 1811 - 17 mars 1849), leanez c'hall
- Elise van Calcar-Schiotling, pe Eliza Carolina Ferdinanda Fleischacker, (Amsterdam 1822 - Den Haag 1904), skrivagnerez izelvroat
- Élise Thiers (1818 - 1880) pried Adolphe Thiers.
- Ebba Charlotta Elise Hwasser , pe Elise Hwasser, (1831 – 1894), aktourez svedat
- Elise Hall, (Paris, 1853 - Boston, 1924), sonerez stadunanat.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Élise Freinet (1898-), pried Célestin Freinet.
- Elise Ottesen-Jensen, anavezet evel Ottar, (1886 − 1973) kazetennerez hag anarkourez svedat
- Élise Rivet (1890-1945), leanez c'hall, marvet e kamp-bac'h Ravensbrück
- Christine Elise (1965-), anv-micher Christine Elise McCarthy, aktourez stadunanat.
- Elise Neal (1966-), aktourez stadunanat.
- Kimberly Elise (1967-), anv-micher Kimberly Elise Trammel , aktourez stadunanat.
- Élise Fugler (ganet e 1970), skrivagnerez c'hall
- Elize du Toit (1981), aktourez saoz
- Élise Crombez (1982-), dougerez-dilhad velgiat
- Carmen Elise Espenæs, kanerez norvegat
En oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Für Elise, anavezet ivez evel Al lizher da Elise, zo ur pezh sonerezh evit ar piano, savet gant Beethoven.
- Élise ou la vraie vie, romant gallek gant Claire Etcherelli, priz Fémina e 1967
Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Élise, kumun c'hall gwechall, e Marne, hiziv e kumun Élise-Daucourt.