Mont d’an endalc’had

Askorn uheñvel

Eus Wikipedia
Askorn uheñvel an den

An askorn uheñvel pe askorn an teod eo askorn nemetañ ar skeledenn ha n'eo ket koublet gant eskern all. Emañ a-us d'ar c'harloc'henn en araog ar gouzoug, dindan diaz an teod.

En den[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp pezh a ya d'ober an askorn uheñvel : ar c'horf, ar c'herniel bras hag ar c'herniel bihan. Liammet eo e arc'hwelioù (pe kefridioù) gant ar vouezh hag ar c'hlukañ.

Meur a gigenn eus ar garvan zo stag outañ hag ivez kigennoù a dalc'h ha fiñv an teod, ar c'harloc'henn hag ar c'hargadenn. E penn ar c'herniel bras eo stag migorn skoed ar c'harloc'henn (an aval-gouzoug) p'emañ penn ar c'herniel bihan stag ouzh stilhonoù an askorn ividig.

N'hall an askorn uheñvel bezañ torret nemet gant ur gwask kreñv ha padus. Er vezegiezh-lezenn e prou ur marv gant an tag.