Mont d’an endalc’had

Atlas ranyezhoù ar brezhoneg : sintaks

Eus Wikipedia
Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.

An Atlas Rannyezhoù ar BREzhoneg: Sintaks, berraet ar gwreskanv ARBRES a zo ur raktres etreskolveuriat ha digor d'an holl diwar-benn kevreadur ar brezhoneg dispaket ha konduet war ul lec'hienn heñvelanv. Krouet e voe e 2007 hag abaoe 2009 dindan atebegezh Mélanie Jouitteau a felle dezhi ober un taol-arnod e framm ar skiant digor.

Endalc'h al lec'hienn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Holladurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo al lec'hienn gant ar meziant embann Wikimedia ken eo posubl da neb a gar degas kemmoù da bajenn pe bajenn. Koulskoude e vez kontrollet pizh ar pajennoù yezhadur gant Mélanie Jouitteau. Pourveziñ a ra ur yezhadur bras eus ar brezhoneg, 5000 pennad ennañ hag un hollad loazioù evit kas enklaskoù war gevreadurezh furmel ar brezhoneg.

Yezhadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Termenet eo pal ar yezhadur enlinenn dastum un dafar diwar-benn argemm yezhadurezh ar parlantoù brezhonek ha diouzh-se pourveziñ ur yezhadur enlinenn, digoust, sklaer, gouiziek ha gant daveennoù d'ar studioù yezhadur kent, pe deskrivañ pe furmel. Enkorfet eo elfennoù morfologiezh hag ar c'heriaoueg ma tegasont sklerijenn

Yezhourien berzhiad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mélanie Jouitteau, CNRS, UMR 5478, Arnodva IKER

Lec'hienn ar raktres[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]