Bank-bed
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a6/World_Bank_building_at_Washington.jpg/250px-World_Bank_building_at_Washington.jpg)
Ar Bank-bed a zo unan eus ensavadurioù ispisial ar Broadoù Unanet. Daou ensavadur etrebroadel a ya d'e ober: ar Bank Etrebroadel evit an Adsevel hag an Diorren ha Kevredigezh Etrebroadel an Diorren. Karget int o-div da stourm ouzh ar baourentez dre sikour ar stadoù start ar jeu evito, dre zegas arc'hant ha kuzulioù dezho. Skoazellañ a ra ivez aozadurioù e-maez gouarnamant a bled gant ar broioù paourañ.
Emañ sez ar Bank-bed e Washington D.C. er Stadoù-Unanet.