Baraer
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c4/Bakermiddleages.jpg/220px-Bakermiddleages.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/db/Bakers_at_work%2C_2013.jpg/220px-Bakers_at_work%2C_2013.jpg)
Ur baraer, ur fornier, ur pober, ur bouloñjer zo un den a fard bara en ur forn.
Labourat a ra gant bleud ha dour d'ober an toaz en ul laouer-doaz. Goude e vez meret an toaz gantañ, ha lakaet da boazhat en ur forn tomm-gor, gant ur bal-forn.
Pastezerien e vez ar varaerien a-wechoù ivez. Hervez ar broioù e c'hallont kaout ur statud a artizaned, evel e Bro-C'hall ma'z eus muioc'h-muiañ a gevezerezh etre int ha ar gourstalioù.
Anv-tiegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Evel kalz anvioù micher eo deuet da vezañ un anv-tiegezh brezhonek : Fornier hag Ar Fornier. Gallekaet eo bet e Fournier ha Le Fournier gant marilh ar boblañs.