Belgorod
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/75/%D0%92%D0%B8%D0%B4_%D0%BD%D0%B0_%D1%86%D0%B5%D0%BD%D1%82%D1%80%D0%B0%D0%BB%D1%8C%D0%BD%D1%83%D1%8E_%D0%B8_%D1%81%D0%B5%D0%B2%D0%B5%D1%80%D0%BD%D1%83%D1%8E_%D1%87%D0%B0%D1%81%D1%82%D1%8C_%D0%B3%D0%BE%D1%80%D0%BE%D0%B4%D0%B0.jpg/220px-%D0%92%D0%B8%D0%B4_%D0%BD%D0%B0_%D1%86%D0%B5%D0%BD%D1%82%D1%80%D0%B0%D0%BB%D1%8C%D0%BD%D1%83%D1%8E_%D0%B8_%D1%81%D0%B5%D0%B2%D0%B5%D1%80%D0%BD%D1%83%D1%8E_%D1%87%D0%B0%D1%81%D1%82%D1%8C_%D0%B3%D0%BE%D1%80%D0%BE%D0%B4%D0%B0.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/7f/Flag_of_Belgorod.svg/220px-Flag_of_Belgorod.svg.png)
Belgorod (rusianeg: Белгород, ukraineg: Білгород) zo ur gêr, kreizenn velestradurel Oblast Belgorod, e Rusia, lec'hiet e-kichen ar Stêr Seversky Donets, war-dro 40 kilometr diouzh harzoù Ukraina. Ar boblañs a zo 339 978 (hervez sifroù 2021).
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar galloud soviedel en doa savet kêr d'ar 26 a viz Here (8 a viz Du) 1917. D'an 10 a viz Ebrel 1918, unvezioù al Lu impalaeriel Alaman o devoa aloubet kêr. Goude ma voe echuet sinadur Skrid-emglev Brest-Litovsk d'an 9 a viz C'hwevrer 1918 al linenn harz a dremene norzh kêr. Belgorod a oa deuet da vezañ ul lodenn eus ar Republik nevez embannet Republik Poblel Ukrania (C'hwevrer betek Mae 1918) ar Stad ukrainat renet gant Hetman Pavlo Skoropadskyi.
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a dagadenn pe obererezh brezel a zo bet e Belgorod aboae lañs Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022, Belgorod a oa deuet da vezañ ur greizenn poellerezh lu rusian. D'ar 1añ a viz Ebrel 2022 daou Mi-24 ukrainan o devoa taget kêr ha tennet war ur mirva dour-tan. Plantet a oe bet tan ennañ.
D'an 20 a viz Ebrel 2023, ur c'harr-nij Rusian Su-34 en doa bet laosket ur vombezenn da gouezhañ war kêr. Ur c'hrater 20 metrad a oa bet ha gloazet a oa bet daou zen. D'an 22 a viz Ebrel, tro 3000 anneziad a oa bet digêriadeget pa oa bet kavet ur vombezenn didarzh. Chomet eo dianavezet ma oa bet ur vombezenn eus ar memes nijerez.