Dilestradeg Alhucemas
Rann eus | Brezel ar Rif ![]() |
---|---|
Lec'h | Al Hoceima ![]() |
Daveennoù douaroniel | 35°14′50″N 3°55′56″W ![]() |
Deiziad | 8 Gwe 1925 ![]() |
![Map](https://maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,35.247222222222,-3.9322222222222,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Dilestradeg_Alhucemas&revid=2087197&groups=_99c9287cbf748ef48feb42b33e06419a68c3529d)
Dilestradeg Alhucemas zo un dilestradeg soudarded spagnol e Maroko, en Al Hoceima (Alhucemas e spagnoleg, Biya pe Taɣzut e berbereg) d'an 8 a viz Gwengolo 1925. Ur bagad soudarded c'hall a oa ganto ivez. Da-heul e teuas dibenn Republik ar Rif.
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/03/14._La_playa_de_Morro_Nuevo_en_los_d%C3%ADas_del_desembarco.jpg/220px-14._La_playa_de_Morro_Nuevo_en_los_d%C3%ADas_del_desembarco.jpg)
Brezel ar Rif[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant feur-emglev Fes e 1912 e oa bet roet ar Rif da Spagn. E gwirionez ne weled soudard estren ebet er Rif.
E deroù 1921 e fellas d'ar jeneral Manuel Fernández Silvestre kas e arme di hag e 1921 e c'hoarvezas Emgann Annual ma voe pulluc'het an arme spagnol gant re Abd el-Krim. Goude an trec'h-se e teuas hini Monte Arruit (El Arroui, en arabeg) war Spagn adarre.
E 1925 e kouezhas Abd el-Krim war an arme c'hall, ma c'hoarvezas d'ar C'hallaoued evel d'ar Spagnoled en Annual.
Goude emgann Annual n'halle ket arme Spagn adc'hounit an dachenn kollet. Klask a rejod mirout ouzh kresk tachenn an emsaverein
An dilestradeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dilestret e voe 13.000 soudard spagnol kaset eus Ceuta ha Melilla gant listri spagnol ha gall. E penn an oberiadenn edo Rener Arme Spagn, ar jeneral Miguel Primo de Rivera, hag e penn an arme dilestret en aod bae Alhucemas edo ar jeneral José Sanjurjo, dindanañ edo soudarded ar jeneraled a oa e penn brigadennoù Ceuta ha Melilla, Leopoldo Saro Marín ha Emilio Fernández Pérez. E-touez ofiserien an oberiadenn edo ar c'horonal Francisco Franco, a voe anvet da jeneral brigadenn goude an oberiadenn.
Bloavezhioù goude e voe studiet an dilestradeg-se gant ar jeneral stadunanat Dwight Eisenhower evit prientiñ e zilestradeg e Normandi.
Renerien an oberiadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pennrener: jeneral Miguel Primo de Rivera.
- Rener war zouar: jeneral José Sanjurjo Sacanell.
- Rener en oabl: jeneral Soriano.
- Rener war vor: amiral Guerra.
Arme Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Nerzhioù war zouar (war-dro 13.000 den):
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/ac/Seaplane_carrier_D%C3%A9dalo%2C_September_1925.jpg/300px-Seaplane_carrier_D%C3%A9dalo%2C_September_1925.jpg)
- Aernerzhioù (jeneral Soriano):
- 3 skouadrennig (div rann e pep hini : ur rann anaout, hag ur rann bombezañ)
- 6 dournijerez chase - anaoutSavoia S-16
- 6 dournijerez bombezañ Machi M-18*AR
- 2 garr-nij Junkers F-13 eus ar Groaz ruz.
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/95/Battleship_Paris.png/300px-Battleship_Paris.png)
Al listri gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dindan an amirall Hallier:
- 1 lestr-hobregonet: "Paris".
- 2 vorreder: "Metz" ha "Strasbourg".
- 2 lestr-tarzher: "Anammite" ha "Tonkinois".
- 2 monitors avisos: "Reims" hag "Amiens"-
- 1 lestr-stlej.
- 1 batalhon troadeien morlu.
- Aernerzhioù
- 1 skouadrennig bombezañ: Farman Goliath gant 6 karr-nij.
Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur film zo bet savet gant skinwel Spagn (RTE) war-dro 1980, diwar-benn an dilestradeg.