Mont d’an endalc’had

Duos habet et bene pendentes

Eus Wikipedia
Prouiñ gourelezh ar pab Inosant X.

Duos habet et bene pendentes! (Div en deus, hag istribilhet mat !) zo ur frazenn latin a vije lavaret a-hervez pa veze kurunennet ar pab, war-lerc'h istor ar babez Janed, a wilioudas a greiz-holl dirak an holl en IXvet kantved, war-dro 855 hervez ar vojenn.

Lakaet e veze ar pab da azezañ war ur gador-doull ha mont a rae un diagon da balvata da welout hag-eñ ne oa ket ur vaouez. Goude graet e labour e youc'he Duos habet et bene pendentes. Ha kor ar gardinaled da eilgeriañ: " Deo gratias " .

N'ouzer ket peseurt kred reiñ d'ar vojenn, na pegement a wirionez zo e-barzh[1].

Unan zo trawalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un astenn zo d'an istor.
Bet e vije c'hoarvezet d'un danvez-pab bout rangouilh. Ha d'an diagon youc'hal : "Est unus". Respontet e vije bet : "Sufficit".
Hervez ur vojenn all e lavare an diagon, pe ar c'hardinal dastorner: "Est nullius" (Ne dalv ket). Hag eilgeriet e vije bet: Doue da ziwallo.
Brezelioù ha morlaeron a vije bet kaoz da zigresk an niver naturel.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Rodrigo Cacho Casal. La poesía burlesca de Quevedo y sus modelos italianos. pp. 158-159