Enez Damas
Neuz
An Enez Damas zo un enezenn eus norzh Chile, en norzh da gêr La Serena, e Rannvro Coquimbo. Gant an Enez Chañaral hag an Enez Choros, tostik dezhi, ez a d'ober ar Reserva Nacional Pingüino de Humboldt, meret gant ar c'h-Corporación Nacional Forestal (CONAF). 60,3 ha zo dindani.
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/06/Playa_isla_damas.jpg/220px-Playa_isla_damas.jpg)
Div draezhenn zo: La Poza ha Las Tijeras, gwenn an traezh ha glas-sklaer an dour. Kontrol d'an inizi amezek all e c'haller mont da enez Damas da gampiñ.