FN Minimi
Iskevrennad eus | arm emgefreek ur bagad, mindrailherez lijer ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1970s ![]() |
Bro orin | Belgia ![]() |
Manufacturer | FN Herstal ![]() |
Munision | 5,56 × 45 mm NATO, 7,62 × 51 mm NATO ![]() |
Treset gant | Ernest Vervier ![]() |
Lakaet er servij | 1975 ![]() |
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/67/5.56mm%E6%A9%9F%E9%96%A2%E9%8A%83_%288465163846%29.jpg/250px-5.56mm%E6%A9%9F%E9%96%A2%E9%8A%83_%288465163846%29.jpg)
An FN Minimi (berradur gallek eus Mini Mitrailleuse; "mini mindrailherez") zo ur vindrailherez lijer 5.56 mm savet gant ar Fabrique Nationale e Herstal gant Ernest Vervier. Krouet e oa bet e fin ar bloavezhioù 1970, hiziv-an-deiz e vez implijet gant ouzhpenn 75 bro. Savet e vez bremañ en uzin FN e Herstal hag ivez, evit an doare amerikan, en uzin FN Manufacturing LLC, e Columbia (South Carolina).
Ar Minimi a zo ur vindrailherez lijer ha ne c'hall tennañ nemet en un doare aotomatek. Gallout a reer lakaat ar bolodoù pe e stumm ur gouriz pe e stumm ur c'harger bras.
Ar Minimi a zo bet savet gant doareoù lies : an doare diazez evit bezañ harp-tan ur bagad pe ur gevrenn, an doare Para eo an hini evit an harzlammerien hag un doare zo ivez evit ar c'harbedoù stourm evel adarmaman.
Stumm stadunanat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/87/M249mg.jpg/220px-M249mg.jpg)
- Pennad spisoc'h: M249 light machine gun
Stumm stadunanat an FN Minimi a zo anvet M249 Squad Automatic Weapon System (SAWS), implijet e vez evel harp-tan en US Army. An United States Marine Corps a glask cheñch evit ul lod an M249 gant an M27 IAR dre ma z'eo re bonner ar vindrailherez.
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/16/CSA-2006-01-12-095303_M249SAW.jpg/220px-CSA-2006-01-12-095303_M249SAW.jpg)