Goueledenn
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/78/Foulard_petticoat_Harpers_Bezar1882.gif/220px-Foulard_petticoat_Harpers_Bezar1882.gif)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/03/Square_Dance_Group.jpg/300px-Square_Dance_Group.jpg)
Ur oueledenn zo ur vrozh-dindan, gwisket gant ar merc'hed dindan brozh pe sae. Peurvuiañ e vezont douget bremañ da virout ouzh ar yenijenn.
Unan eus plijadurioù an arvesterien en dañsoù a wechall, en amzer ar saeoù hir, e veze gwelout ar merc'hed o treiñ hag o tiskouez o goueledenn. Graet e vezent neuze evit bezañ gwelet, ha dantelezhet e vezent peurvuiañ.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kaoz zo eus brozh-dindan ar skolaerez er romantig-bugale Ar sarpant glas e-barzh ar c'hlas, gant Evelyne Brisou-Pellen.