Gouriz
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5d/Belts.jpg/220px-Belts.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/83/PencilSkirt_LaceupBoots_WideBelt.jpg/220px-PencilSkirt_LaceupBoots_WideBelt.jpg)
Ur gouriz a zo ur vandenn danvez pe lêr (pe danvezioù all) gwevn peurliesañ, stag pe get ouzh an dilhad. Gwisket e vez tro-dro d'an dargreiz a-benn derc'hel ar bragoù. Implijet e vez ivez evel bitrak giz.
Hervez ar c'hiz e vez gwisket ar gouriz uhel pe get : etre an hantergorf hag an divlez. Ma'z eo gourizoù lêr ar re voutinañ ez eus ivez gourizoù danvez pe plastik. Kinklet e vezont ivez : plezhet pe kinklet gant tachoù e c'hallont bezañ. Meur a zoare a zo ivez da lakaat ur gouriz da zerc'hel : gant ur skoulm, gant ul lagadenn pe un doare all da stardañ.
Gourizoù arbennik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/br/thumb/6/62/Police_Duty_Belt.jpg/220px-Police_Duty_Belt.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/95/Pancho_Villa_bandolier.jpg/300px-Pancho_Villa_bandolier.jpg)
Gourizoù micher zo ivez, evel re ar boliserien, ar soudarded, re ar venec'h. Anaout a reer ivez:
- ar gourizoù boledoù
- gouriz diorged
- gouriz surentez
Gourizadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv a vez eus gourizadoù e douaroniezh ha steredoniezh.
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-
Gouriz lêr klasel, a vez serret gant ul lagadenn
-
Gourizoù liesseurt
-
Lagadennoù gourizoù