Gwianaoù
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/25/Guyanas.svg/220px-Guyanas.svg.png)
Gwianaoù zo un anv douaroniel hollek hag a vez graet eus ur rann eus arvor biz kevandir Suamerika, etre ar broioù Venezuela, en hanternoz, ha Brazil er c'hreisteiz, enni ar broioù-mañ:
- Gwiana Venezuela, ar rannvro er reter d'ar stêr Orinoko, anvet hiriv Rannvro Guayana, enni stadoù Amazonas, Delta Amacuro ha Bolívar.
- hag ivez Guayana Esequiba ur rannvro eus Guyana, hag a dlefe bezañ e Venezuela hervez gouarnamant ar vro-hont ;
- Gwiana Breizh-Veur, anvet hiriv Guyana, stad dieub;
- Gwiana an Izelvroioù, anvet hiriv Surinam, stad dieub;
- Gwiana c'hall, departamant gall, gwelet e Brazil evel ur rann eus Brazil.
- Gwiana Brazil, a glot gant stad Amapá e Brazil.