Halifax (Bro-Saoz)
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a3/Halifax_Town_Hall.jpg/250px-Halifax_Town_Hall.jpg)
Halifax zo ur gêr e kontelezh West Yorkshire (Kornôg Yorkshire), e hanternoz Bro-Saoz. Hervez niveradeg 2001 e oa 82 056 a dud o chom enni.
En amzer dremenet e oa brudet Halifax evel unan eus kreizennoù labour ar gloan e Bro-Saoz. Hiziv eo anavezet dre m'eo enni eo diazezet an embregerezh chokolad Mackintosh (perc'hennet gant Nestlé bremañ) hag an Halifax Bank.