Hed
Neuz
An hed (pe hirder) eo ar muzul etre daou benn pellañ un dra. Muzuliet e vez gant metroù pegen hir eo.
Enebet e vez an hed ouzh al led, a vuzul pegen ledan eo an traoù.
Muzuliañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ma vez muzuliet an hed gant metroù (ha rannoù ar metr) hiziv e veze graet gant muzulioù all gwechall
Gerioù-deveret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/01/Aer.lingus.a320-200.ei-cva.planform.arp.jpg/250px-Aer.lingus.a320-200.ei-cva.planform.arp.jpg)
Komzet e vez eus
- hed-bann, hed-tenn, hed-taol, diwar-benn armoù
- hed-eskell an evned
- hed-gwel, evit ar gweled
- hed-gwenan, pe taol-gwenan,
- an hedledan, a zo ur blantenn
Gerioù all zo
- hedad, hedañ, war-hed, hed-ha-hed (pe welloc'h: a-hed-da-hed)
- traoù zo a vez hed-bloaz, re all hed-buhez pe hed-deiz hepken
- diwar ar ger hed eo bet savet keit (kehed, cyhyd e kembraeg) ha pegeit