Idas
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4a/Rape_Marpessa_Staatliche_Antikensammlungen_2417_n2.jpg/280px-Rape_Marpessa_Staatliche_Antikensammlungen_2417_n2.jpg)
Idas (Ἴδας, Ídas e gregach) a oa mab da Afareüs hag Arene ha breur da Lynkeüs an Argonaot e mojennoù Hellaz kozh. Eñ hag e vreur a gare div c'hoar, Hilaeira ha Foibe, hag abalamour dezho e savas kann etreze ha daou vreur all, Kastor ha Polydeükes, ma voe lazhet Kastor.
Bez' e oa ivez e-touez an Argonaoted ha perzh a gemeras e chaseadeg hoc'h-gouez Kalydon.
Skrapañ a reas Marpessa. Apollon ivez a gare anezhi, ha Zeus a reas d'ar plac'h dibab etreze o-daou.
Ur verc'h en doa Idas anvet Kleopatra[1].