Jeremy Corbyn
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d1/Official_portrait_of_Jeremy_Corbyn_crop_2%2C_2020.jpg/220px-Official_portrait_of_Jeremy_Corbyn_crop_2%2C_2020.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/32/Corbyn_trident.jpg/220px-Corbyn_trident.jpg)
Jeremy Bernard Corbyn, ganet d'ar 26 a viz Mae 1949, zo ur politikour saoz a zo bet e penn al Labour Party hag an tu-enep e parlamant Breizh-Veur etre an 12 a viz Gwengolo 2015 hag ar 4 a viz Ebrel 2020. Bez' ez eo ezel eus ar parlamant evit pastell-vro Islington North abaoe 1983.
Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Corbyn a voe ganet e Chippenham ha desavet nepell e Kington St Michael e Wiltshire. Bez' ez eo ar mab yaouankañ e-touez pevar bugel Naomi Loveday (ganet Josling 1915–1987), ur gelennerez war ar matematik, ha David Benjamin Corbyn (1915–1986), un ijinour war an tredan hag arbennigour war addresañ ar reizhiadoù tredan. E vreur Piers Corbyn zo un displeger liv an amzer. E dud a oa stourmerien evit ar peoc'h o devoa kejet an eil ouzh egile er bloavezhioù 1930 e-kerzh un emvod da reiñ harp d'ar Republik spagnol e Conway Hall e-kerzh Brezel Spagn.
Pa oa 7 vloaz, e tilojas familh Jeremy Corbyn da bPave Lane e Shropshire. Eno e voe prenet gant an tad ar Yew Tree Manor (kemmet e anv en Yew Tree Guesthouse), o treiñ ar savadur en un ti familh.