Jerom Olivry
Neuz
Jerom Olivry, ganet e 1980, a zo teknikour war ar c'hent-moullañ hag ur skrivagner brezhonek moliac'h. Dre vicher e ra war-dro prientiñ embann un darn vras eus al lennegezh vrezhonek.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Studiet en doe e Lannuon hag e Gwengamp. Diplomet war ar bredkevredadouriezh eo bet e Skol-veur Añje. Desket en doa ar brezhoneg gant Stumdi goude-se, a-drugarez d'e wreg a zo brezhonegerez[1].
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Huchadennoù Leo, Al Liamm, niv. 397, 2013.
- 400 kanaouenn, Al Liamm, niv. 401, 2013.
- Pep a vicher, Al Liamm, niv. 407, 2014.
- Ar c'hañfard neñvel, Al Liamm, niv. 422, 2017.
- Friko an 18 vloaz, Al Liamm, niv. 439, 2020.
- Ankoù goursteredenn, e-barzh An aerouant ruz, danevelloù Treger ha Goelo, Goater, 2020 (adembannet e Al Liamm, niv. 448, 2021).
- Dervenn, dervenn, dervenn!, Al Liamm, niv. 459, 2023.
Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ouzh skleur an noz, Al Liamm, 2018. Priz Dazont ar brezhoneg 2019.
- Zadbora, Al Liamm, 2022
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Jerom Olivry, l’écrivain aux multiples casquettes, e-barzh Le Télégramme, 16 Ebrel 2019.