Jillian Evans
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b8/Evans%2C_Jill-1665.jpg/220px-Evans%2C_Jill-1665.jpg)
Jillian "Jill" Evans (ganet d'an 8 a viz Mae 1959 e Ystrad Rhondda, e traoñienn ar Rhondda, e kreisteiz Kembre) a zo ur bolitikourez kembreat. Ur gannadez europat eus Plaid Cymru ha prezidantez Campaign for Nuclear Disarmament evit Kembre eo.
Kadoriadez ar strollad e oa etre 1994 ha 1996 hag e 1999 ez eas da gannadez europat asambles gant Eurig Wyn. Mirout a reas he sez e 2004 hag adarre e 2009.