Johann Nepomuk Geiger
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/75/Pieter_Johann_Nepomuk_Geiger00.jpg/220px-Pieter_Johann_Nepomuk_Geiger00.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/da/Bajazeth_-_Timur_-_J_N_Geiger.jpg/260px-Bajazeth_-_Timur_-_J_N_Geiger.jpg)
Peter Johann Nepomuk Geiger (11 a viz Genver 1805 - 29 a viz Here 1880 e Wien) a oa un engravour hag ul livour aostrian.
E Wien e voe ganet Geiger hag er penn-kentañ e felle dezhañ dont da vezañ kizeller evel ma veze graet en e familh, met barrekoc'h e oa war an tresañ hag al livañ. E 1841 e savas skeudennoù da skeudennaouiñ Vaterländischen Immortellen (""), savet gant Anton Ziegler. Betek 1848 e savas meur a skeudenn da skeudennaouiñ barzhonegoù ha darvoudoù istorel, hag eoullivadurioù a savas ivez evit ar familh Habsburg.
Goude ur veaj d'ar reter gant Masimilian Iañ e 1850 e voe dreistawenet. E 1853 e voe anvet da gelenner en Akademiezh arzoù Vienna. Meur a oberenn diazezet war oberennoù Goethe, Friedrich Schiller ha William Shakespeare a livas evit familh ar roue. Oberennoù diwar-benn ar vuhez er reter a savas ivez.
-
Dourlivadur, 1840
-
Dourlivadur, 1840
-
Emgann Pressburg, engravadur, 1850