Mont d’an endalc’had

Kalibr (armoù-tan)

Eus Wikipedia
Bannadelloù 9 mm ha 7,62 mm.

Kalibr un arm-tan a zo alies treuzkiz brasañ e vannadelloù, a-wechoù hini ar c'hanol. Evit ar c'hanolioù rizennet e vez muzuliet pe e foñs pe e krec'h ar rizennoù. War dachenn ar c'hanolierezh eo ivez ar c'halibr ur muzul eus hirder ar c'hanol.

Kalibroù munisionoù an armoù-tan rizennet o c'hanol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Europa e implijer peurliesañ ar milimetroù. Er Rouantelezh-Unanet hag e Stadoù-Unanet Amerika e reer kentoc'h gant kantvedennoù ha milvedennoù meutad (1 in = 25,4 mm).

N'eo ket unvan ar mod da envel pep munision, met alies e vez heuliet ar reolennoù-mañ :

  • kalibr ar vannadell, da lavaret eo treuzkiz ar boled, a zo meneget da gentañ, e milvedennoù meutadoù ma vez ur poent a-raok (.22 LR) pe e milimetroù (5,56 × 45 mm)
  • goude e kaver titouroù all : hirder an douilhez e mm a vez lakaet goude un × (5,56 × 45 mm) ; a-wechoù e kaver ivez anv an embregerezh en deus ijinet ar munision (.308 Winchester) pe titouroù all, evel ar bloavezh m'eo bet ijinet (1906 evit an .30-06 Springfield), ar vro orin (5,6 mm Suis) pe ar gargad poultr ennañ e greunennoù (.44-40 WCF).

Abalamour da se e c'hall bezañ anvet ar memes munision e modoù disheñvel hervez an dud. Evit ar munision 9 × 19 mm e reer ivez gant an anvioù 9 mm, 9 mm Luger, 9 mm Para pe 9 mm Parabellum.

Kalibroù kartouchennoù ar fuzuilhoù chase flour o c'hanol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit an armoù chaseal flour o c'hanol avat eo disheñvel ar mod da envel ar munisionoù : anvet eo ar c'halibr gant un niver eus 4 betek 36. An niver-mañ a gord gant an niver a vannadelloù plom sferek a c'halled ober gwechall gant ul lur a bouez plom (da lavaret eo war-dro 450 gramm). Setu eo ledanoc'h kartouchennoù ar c'halibr 4 evit ar c'halibr 20 da skouer.

Goude ar c'halibr e lakaer un niver all a verk hirder ar gartouchenn e milimetroù : ur gartouchenn 12/70 a zo hiroc'h evit unan 12/65. Ar ger magnum a dalvez eo hiraet ar gartouchenn evit unan klasel : ur gartouchenn 12/76 a zo stumm magnum unan 12/70.

Kalibroù implijetañ an armoù hiniennel modern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armoù rizennet o c'hanol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E mm E meutadoù (") Skouerioù munisionoù
4,31 mm .17" .17 HMR
4,6 mm 4,6 × 30 mm Heckler & Koch
5,45 mm 5,45 × 39 mm M74
5,56 .22" / .223"
5,6 mm 5,6 mm Suis
6,35 mm .25" .25 ACP (6.35 mm Browning)
6,5 mm .256" 6.5 Creedmoor
7 mm .284"
7,62 mm .30"
7,63 mm .30" .30 Mauser
7,65 mm Parabellum .30" .30 Luger
7,65 mm Browning .32" .32 ACP (7,65 Browning)
7,90 mm .303" .303 British
7,92 mm 7,92 × 57 mm Mauser
8,6 mm .338" .338 Lapua Magnum
9 mm .355" da .358"
9,52 mm .375" .375 CheyTac
10 mm .40" 10 mm Auto, .40 S&W
10,36 mm .408" .408 CheyTac (10,36 × 77 mm)
11 mm .44"
11,43 mm .45"
12,7 mm .50" 12,7 × 99 mm NATO (.50 BMG)
14,5 mm 14,5 × 114 mm

Kalibroù kartouchennoù chaseal (kanolioù flour)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E milimetroù E meutadoù Anv ar c'halibr
5,7 mm 5,7 × 28 mm FN Herstal
6 mm 6 mm
12 mm .410 kalibr 36, 36 Magnum
15,6 mm .617" kalibr 20
16,8 mm .667" kalibr 16
18,5 mm .729" kalibr 12
19,7 mm .776" kalibr 10

Skouerioù munisionoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalibroù implijet en armeoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur munision .50 BMG (1), unan 7,62 × 51 mm (pe ".308 Win") (3), unan 7,62 × 39 mm (4) hag ur 5,56 × 45 NATO (5) e-kichen munisionoù all hag ur bilhed da genveriañ anezhe.

Kalibroù 12 evit fuzuilhoù chase[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartouchennoù kalibr 12

Kalibroù armoù dorn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Munisionoù skoet war o zro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalibroù implijet e karabinennoù chase[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]