Karavelenn
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a2/Caravela_Vera_Cruz_no_rio_Tejo.jpg/220px-Caravela_Vera_Cruz_no_rio_Tejo.jpg)
Ur garavelenn[1](caravela e portugaleg) zo un doare lestr dre lien graet gant Portugaliz er XVvet kantved hag er XVIvet kantved, e Marevezh an Dizoloadegoù, evit ober beajoù pell.
Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/47/PAP110640106i1.jpg/220px-PAP110640106i1.jpg)
Moraerien vrudet o deus merdeet gant karavelennoù.
Bartolomeu Dias a erruas e Kab ar Spi Mat en 1487-1488.
Gant div garavelenn, ar Pinta hag an Niña, hag ar garakenn Santa Maria, eo ez eas Kristof Kolomb da Amerika en 1492. Vasco da Gama e voe an Europead kentañ da zegouezhout en Indez gant ur garavelenn.
E 1522 e voe hedet aodoù Aostralia gant teir c'haravelenn Cristóvão de Mendonça.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Karavelenn e lodenn c'hallek Geriadur Hemon-Huon e 2005, hogen karavellenn e Geriadur Al Liamm 2014, p. 424, karavelenn p. 963;