Dioskured
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/23/Castor_and_Pollux-Parc_de_Versailles.jpg/200px-Castor_and_Pollux-Parc_de_Versailles.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/31/07leucip.jpg/300px-07leucip.jpg)
Kastor (Κάστωρ/ Kástôr, e gregach) ha Polydeükes (Πολυδεύκης, Polydeúkês), zo daou vreur, anvet ivez an Dioskured (Διόσκουροι/Dioskouroi, da lâret eo « Mibien Zeus »), e mojennoù Hellaz kozh. Gevelled int, mibien da Leda, ha breudeur da Elena, plac'h brezel Troia, ha da g-Klytaimnestra.
Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet int bet e Sparta gant Leda. Hervez Homeros ez int mibien da d-Tyndareos o-daou.
Desket o deus da Herakles an doare da embregañ ar c'hezeg ha d'en em gannañ gant armoù. Kemer a reont perzh en ergerzhadenn an Argonaoted hag e chaseadenn war-lerc'h hoc'h-gouez Kalydon. En em gannañ a reont ouzh Theseüs en devoa skrapet o c'hoar Elena. Skrapañ a reont merc'hed Leukippos, Foibe hag he c'hoar Hilaeira, hag en emgannañ ouzh o c'hendirvi Idas ha Lynkeüs an Argonaot, a varv en emgann, ha Kastor da-heul.
Mervel a reont o-daou etre skrapadenn Elena hag an dekvet bloavezh seziz war Droia (Ilias, III, 236–244). Lakaet int da zoueed goude-se.
Azeulerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Sparta emañ al lec'h pennañ ma vezont azeulet. Pindaros a rae anezho « Merourien Sparta » (ταμίαι Σπάρτας, tamiai Spartas, Xet telenngan nemean, 52). Daou int evel rouanez Sparta. Gwareziñ a reont arme ar geodediz a gas atav d'ar brezel un hollad div vazh liammet etrezo hag anvet δόκανα, dokana en henc'hresianeg (diwar δοκός, dokos, an hordenn, ar varrenn).
Azeulet e vezont ivez en Olympia hag en Aten e lec'h ma vezont anvet Ἄνακες (Anakes en henc'hresianeg, furm gozh eus al liester ἄναξ, anax, « an aotrou »), hag e Samothrake e lec'h ma vezont lesanvet Κάϐειροι (Kabeiroi).
Diwanañ a reas azeulerezh Kastor ha Polydeükes e Tusculum hag e Roma ivez. E 484 kent J.-K. e oa savet un templ evite war forom Roma evit trugarekaat anezho eus o skoazell e kombat al lenn Regille. Alies e vez dalc'het bodadennoù ar sened eno.
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/7e/Tetradrachm_Eukratides.jpg/300px-Tetradrachm_Eukratides.jpg)
Tu kroaz: Penn Eukratides I. Tokarn kinklet gant kerniel ha divskouarn tarv.
Tu pil: An Dioskouroi, Pep hini o terc'hel ur barr palmez en dorn kleiz, ur speg en dorn dehou. Enskrivadenn : BASILEOS MEGALOI EUKRATIDOI "Roue bras Eukratides".
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d0/Follis-Maxentius-s3776.jpg/300px-Follis-Maxentius-s3776.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0f/Dioskouroi_statue_from_the_Embassy_of_Germany_in_SPB.jpg/250px-Dioskouroi_statue_from_the_Embassy_of_Germany_in_SPB.jpg)