Mont d’an endalc’had

La Lozana andaluza

Eus Wikipedia
Talbenn an embannadur kentañ

Retrato de la Lozana andaluza ("Poltred Lozana an Andalouzadez"), Retrato de la Loçana andaluza e ditl orin, zo ur romant spagnolek bet embannet e Venezia e 1528.

Evit doare ez eo bet skrivet gant ar c'hloareg hag embanner spagnol Francisco Delicado (~1475-~1535), a oa tec'het eus Roma bloaz a-raok dre ma oa kresket ar gasoni ouzh ar Spagnoled goude preizhidigezh kêr gant soudarded an impalaer Karl V.

Hep anv oberour e oa bet embannet. Deskrivet eo buhez an dud izelañ e kêr Roma e deroù ar XVIvet kantved, ha dreist-holl e-touez ar Yuzevien spagnol aet da chom da Roma goude savet an Ofis Santel e Spagn e 1481.

Gwelet eo an oberenn evel un darn eus giz La Celestina, bet skrivet un tregont vloaz a-raok gant Fernando de Rojas. Evel an oberenn all ez eus amañ divizoù, doareoù bevañ damheñvel, ha meneg zo ivez eus oberenn Rojas a-hed ar romant.