Laphroaig
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f4/Sjb_whiskey_kiln.jpg/220px-Sjb_whiskey_kiln.jpg)
Laphroaig (distaget [ləˈfrɔɪɡ] pe 'la-froyg') zo anv ul labouradeg wiski skos, en enez Ìle (Islay e saozneg), enez meulet he doureeier hag an evajoù aozet gante, ha labouradeg brudet he dourenn abalamour d'ar blaz taouarc'h kreñv a zo warni, blaz a blij peurliesañ d'ar wazed muioc'h eget d'ar maouezed, a gav gras forzh penaos gant dourennoù al labouradegoù amezek, skañvoc'h warne blaz an taouarc'h, en enez paradozel-hont.
Dont a ra an anv eus ar gerioù gouezelek Lag a'mhor aig a dalvez kement ha « mougev ar pleg-mor».
Blended[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/1d/Laphroaig.jpg/150px-Laphroaig.jpg)
Ar wiski na vez ket boutailhet digemmesk (Single malt) a servij d'ober ur blend (meskaj) a gaver er wiskioù marc'had-mat ha divlaz anvet Islay Mist ha Long John.
Da zibab[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/62/Laphroig15.jpg/150px-Laphroig15.jpg)
C'hwec'h seurt a vez graet, goude ma ne vezont ket kavet holl e gwerzh ken aes ha ken aes:
- 10 vloaz (40°)
- 10 vloaz Cask Strength (55,7°)
- Quarter Cask (48°)
- 15 vloaz (43°)
- 30 vloaz (43°)
- 40 vloaz (43°)