Mont d’an endalc’had

Lasagne al forno

Eus Wikipedia
Ur pennad Lasagne zo ivez.
Lasagne
Ur pladad lasagne.
Lasagna Napoletana

Al lasagne al forno, pe lasagne er forn (eus an anv italianek lasagna, anv-unan, lasagne el liester), a zo ur meuz toazennoù, anvet lasagne, gant kig ha lipig tomatez ha fourmaj, gwiskad ha gwiskad, an eil war-benn egile, a-orin eus Bologna en Italia.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar ger italianek lasagna eus ar gregach λάσανα / lásana, hag a dalv kement ha « trebez »[1]. Kemeret e voe an anv gant ar Romaned a rae an anv-se eus ur seurt kaoter, al lasanum. Diwar-se e voe graet an anv eus ul lestr ma veze lakaet al lasagne da boazhat. Bremañ eo an anv roet d'ar meuz.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Henroma e veze graet lasana pe lasanum meneget el levr De re coquinaria gant Marcus Gavius Apicius

Doareoù all d'ar meuz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant pinochez

Lasagne a vez graet ivez gant pesked ha legumaj e-lec'h kig. Lasagne glas (lasagne verdi en italianeg) zo toazennoù gant pinochez.

Broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Venezuela eo anvet pasticho, eus an anv italianek pasticcio di lasagne, un anv all roet d'ar meuz en Italia.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]