Mont d’an endalc’had

Laura de Noves

Eus Wikipedia
Laura de Noves, al Laura karet gant ar barzh Francesco Petrarca.

Laura de Noves (dre fazi?), anavezet ivez evel Laura de Sade (1310 – 1348), a oa ur Brovañsadez a ouenn uhel, hag a voe karet gant ar barzh italianek Francesco Petrarca.

Piv e oa?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e 1310 en Avinhon. C'hwec'h vloaz yaouankoc'h eget Petrarca e oa. Merc'h e oa da Ermessenda de Réal ha d'ar marc'heg Audibert de Noves. Un diskennad dezhi eo Markiz Sade. Un tiegezh bras he doa, maouez vertuzius e oa. Dimeziñ a reas da 15 pe 16 vloaz, e Genver 1325, d'ar markiz Hugo de Sade. Petrarca he gwelas en iliz Santa Chiara e-pad e chomadenn en Avignon en Ebrel 1327, da zeiz Gwener ar Groaz. Anezhi n'ouzer nemet pezh zo bet skrivet gant Petrarca, a skrivas dezhi, en e oberenn Canzoniere, 366 pezh enni da Madonna Laura,

  • 263 en vita di Madonna Laura;
  • 103 en morte di Madonna Laura.

E 1337 e tistroas Petrarca da Avignon ma prenas un tamm domani e Vaucluse da vezañ tostik da Laura. Eno, e-pad tri bloaz, e savas meur a sonedenn dezhi. Canzoniere Petrarca

Laura ha Petrarca, e-tal Feunteun Vauclusa, gant Philippe-Jacques van Brée.

Mervel a reas Laura gant ar vosenn e 1348.

Arz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwenn da Laura, e Pariz

Meur a livadur zo bet graet dezhi. Un delwenn zoken zo e Pariz.