Mont d’an endalc’had

Llanddingad

Eus Wikipedia
Iliz Sant Dingad, e Llanddingad.

Llanddingad (anvet Dingestow e saozneg) zo ur gêriadenn vihan e Sir Fynwy e gevred Kembre. Emañ etre Rhaglan er c'hornôg ha Trefynwy er reter, war un hent a gas da Llandeilo Gresynni. Redek a ra ar stêr Troddi hebioù ar gêriadenn.

Gouestlet eo an iliz da sant Dingad, unan eus mibien Brychan, roue Brycheiniog, hervez ar richenn[1].

Ur c'hastell norman a voe savet e-kichen Llanddingad, gant Ranulph de Poer, cherif Herefordshire, e deroù ar bloavezhioù 1180. En e levr Itinerarium Cambriae e kont Gerallt Gymro e oa bet brezelourien eus Gwent o tagañ ar c'hastell. Lazhet e voe de Poer ha lod eus difennerien ar c'hastell en argadenn[2].

Anavezet eo ar gêriadenn en istor al lennegezh kembraek abalamour m'eo enni e voe miret, ha marteze skrivet, Brut Dingestow, unan eus testennoù pouezusañ al lennegezh kembraek-krenn, diwar testenn latin an Historia Regum Britanniae gant Jafrez Menoe[3].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. T. D. Breverton, The Book of Welsh Saints (Cyhoeddiadau Glyndŵr, 2000).
  2. Thomas Jones (gol.), Gerallt Gymro (Caerdydd, 1938).
  3. Henry Lewis (gol.), Brut Dingestow (Gwasg Prifysgol Cymru, 1942).