Mont d’an endalc’had

Lorenzo Mercadante de Bretaña

Eus Wikipedia
Bez Juan de Cervantes, en iliz-veur Sevilla, savet gant Mercadante e 1458.

Lorenzo Mercadante pe Lorenzo Mercadante de Bretaña, marvet e 1480[1], a oa ur c'hizeller breizhat hag a labouras e dibenn ar XVvet kantved. Etre 1454 ha 1467 e labouras en iliz-veur Sevilla war-dro bez ar c'hardinal Juan de Cervantes (1458) ha kinklañ porchedoù Ginivelezh ar C'hrist ha Badeziant ar C'hrist (Nacimiento ha Bautismo, 1464-67).

A-hend-all e reas kizelladurioù all : ur sant Mikael a zo hiriv er Museu Nacional d'Art de Catalunya e Barcelona, hag unan all diskoachet e 1999 e Sanlúcar la Mayor, unan all eus Ar Werc'hez hag he Mab Jezuz, hag a oa en iliz Fregenal de la Sierra, hag a zo hiriv er Museo de Bellas Artes de Sevilla.

Pieta (XVvet kantved) lakaet war gont Mercadante de Bretaña, en Iliz Santa Catalina, Fregenal de la Sierra.


Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. José González Caraballo Escultura en Sevilla en tiempos de Siloe: una nueva obra para el catálogo, Institución Fernán González, Academia Burgense de Historia y Bellas Artes, Actas del Congreso Internacional sobre Gil Siloe y la Escultura de su época, 2001 (ISBN 84-95874-02-4), p.494.