Mont d’an endalc’had

M2 Browning

Eus Wikipedia
M2 Browning
Skeudenn ar pennad M2 Browning

Ur vindrailherez M2 Browning war he zrebez
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Mont en-dro Mindrailherez
Munisionoù 7,62 × 51 mm NATO
Produerien Hiziv an deiz : FN Herstal, General Dynamics

Bet : Colt's Manufacturing Company, Savage Arms, Springfield Armory, General Motors, Rock Island Arsenal ha reoù all

Mare produiñ Abaoe 1921
Pouez ha muzulioù (stumm kentañ)
Mas hollek gant an trebez (hep kartouchenn) 45,36 kg
Hirder 1.653 mm
Hirder ar c'hanol 1.143 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 1.800 m
Hed-tenn d'ar muiañ
Lusk tennañ 500 tenn/mn
Tizh o vont e-maez 898 m/s
Endalc'h Bandennoù kartouchennoù

An M2 Browning pe Browning .50 Caliber Machine Gun zo ur vindrailherez ponner savet e 1918 gant John Browning. Tres ar vindrailherez-se a zo bet awenet gant reoù an arm savet gant ar memes ijinour un nebeud bloavezhioù a-raok, ar Browning M1919, a rae gant kartouchennoù .30-06 Springfield. Savet e oa bet diwar goulennoù resis gant an US Army.

An M2 a implij kartouchennoù .50 BMG, kalz galloudusoc'h ha kalz tevoc'h, a oa bet savet er memes mare evit ar vindrailherez, ar pezh en devoa roet e anv d'an arm (BMG evit Browning Machine Gun). Ar stumm kentañ anezhi a oa anvet M1921. Yenaet e veze dre zour, met dre ma oa re bonner ar sistem-se e voe savet warni ur sistem-yenaat dre aer.[1]

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e voe da vat gant arme ar Stadoù-Unanet adalek ar bloavezhioù 1930 evel arm a-enep ar c'hirri-nij da gentañ. Montet e voe tamm-ha-tamm war karrbedoù a bep seurt e-pad an Eil Brezel-bed evel an tankoù M4 Sherman, M24 Chaffee, M26 Pershing[2] pe ar bombezerezioù B-29 Superfortress.[3] Implijet e vez gant armeoù all er bed hiziv an deiz c'hoazh, evel en arme c'hall da skouer, war garrbedoù VAB, VBL pe an tank Leclerc.[4]

Anvioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En US Army e vez roet anvioù disheñvel d'an M2 hervez an unvezioù a implij anezhi. Graet e vez a-wechoù Ma Deuce anezhi. An anv ofisiel evit an droadegiezh stadunanat eo Browning Machine Gun, Cal. .50, M2, HB, Flexible.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.249
  2. (fr) FOSS Christopher F., Chars de la 2nde Guerre Mondiale, PML, 1994, 159 p.
  3. (fr) Boeing B-29 Superfortress war AviationsMilitaires.net (lennet d'an 23/06/2024)
  4. (fr) Mitrailleuse lourde Browning calibre 50 M2 HB war lec'hienn Ministère des Armées (lennet d'an 23/06/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan