Merzherien Brezel Spagn
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f2/Republicans_dressed_with_clothings_of_killed_clerics._Spanish_Civil_War.jpg/220px-Republicans_dressed_with_clothings_of_killed_clerics._Spanish_Civil_War.jpg)
Merzherien Brezel Spagn a vez graet eus ar veleien, leanezed ha kredourien gatolik spagnol, lakaet d'ar marv gant ar republikaned e-kerzh ar pezh a voe lesanvet ar Spont Ruz pe terror rojo. Ur mare a voe e-pad Brezel Spagn (1936-1939)ma voe ar republikaned o stourm taer a-enep an Iliz. En holl e vefe bet lazhet e-tro 7500 a veleien ha leanezed.
Hiziv-an-deiz an Iliz katolik, a anzav 2053 merzher in odium fidei. An holl anezho a vez pedet evel gwenvidien gant ar gredourien. Ouzhpenn 2000 merzher a vez studiet evit ur gwenvidikadur.