Modul ren ha servij Apollo
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c0/Apollo_CSM_lunar_orbit.jpg/300px-Apollo_CSM_lunar_orbit.jpg)
Modul ren ha servij Apollo (Command/Service Module, berraet e CSM e saozneg) eo egorlestr ar Programm Apollo savet evit gallout kas ha digas ar sterdeidi eus an Douar betek al Loar. Div lodenn a oa: ar Modul ren (CM), kernennek e stumm, ma oa ar sterdeidi — hag hi al lodenn nemeti a zistroe war an Douar — hag ar Modul servij (SM), kranennek, gant ar c'heflusker, an oksigen, peadra d'ober tredan... Ouzh penn ar modul ren e veze staget ar modul loar.