Moldavia
Neuz
Gant ar ger Moldavia e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Moldavia (disheñvelout).
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/44/Karte_F%C3%BCrstentum_Moldau.png/250px-Karte_F%C3%BCrstentum_Moldau.png)
Moldavia (Moldova e roumaneg) zo ur vro istorel e Reter Europa, rannet hiziv an deiz etre Roumania, Moldova hag Ukraina. Ur briñselezh dizalc'h a-walc'h eo bet etre ar XIVvet kantved ha 1859, pa voe unanet gant Valakia da vont d'ober stad vodern Roumania.