Mouchouer
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/cb/Bartolome_Sureda_y_Miserol%2C_Detail%2C_um_1803-04.jpg/220px-Bartolome_Sureda_y_Miserol%2C_Detail%2C_um_1803-04.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/64/Millet_Gleaners.jpg/300px-Millet_Gleaners.jpg)
Ur mouchouer zo ur pezh danvez, karrezek, ha dezhañ implijoù liesseurt hervez penaos e vez pleget.
Mouchouer-godell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur mouchouer-godell zo graet evit lakaat er c'hodell.
- darn zo graet evit lakaat er c'hodell-vruched,
- darn evit torchañ ar fri.
Komzet e veze eus mouchouerioù brodet.
Mouchouer-gouzoug[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur mouchouer-gouzoug a zo graet evit bezañ lakaet e kerc'henn an dud. Kar eo d'ar skerb ha d'ar gravatenn.
Skouted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Unan eus arouezioù ar skouted eo ar mouchouer lakaet e kerc'henn izili ar gevredigezh.
Mouchouer-penn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fe/Audrey_Hepburn_and_Andrea_Dotti_by_Erling_Mandelmann_-_2.jpg/220px-Audrey_Hepburn_and_Andrea_Dotti_by_Erling_Mandelmann_-_2.jpg)
Ur mouchouer, pe mouchouer-penn a vez graet ivez eus ur pennwisk a vez lakaet war ar penn. Douget e veze e broioù zo eus Kornogeuropa betek ar bloavezhioù 1960 da vihanañ.
E Breizh e veze douget gant maouezed o vont d'an iliz, rak ne oa ket dereat dezho bezañ diskabell, pe e blev evel ma veze lavaret, tra ma veze koefoù c'hoazh gant ar re goshoc'h, ha togoù gant ar re binvidikañ.
Diouzh ar c'hiz e oa, hag arouez giz Pariz e oa zoken. Ur mouchouer-penn anvet Flora a oa bet krouet gant ar gompagnunezh Gucci evit Grace Kelly en 1956. Douget e veze ivez gant tud brudet evel Audrey Hepburn, plac'h an togoù alies er filmoù koulskoude, Brigitte Bardot, Jackie Kennedy, Sophia Loren pe Marilyn Monroe.
Distro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E dibenn an XXvet kantved eo deuet ar c'hiz en-dro da Gornogeuropa, eus ar Reter Nesañ ar wech-mañ, ha kar eo d'an niqab.
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/58/Casol_square_silk_scarf_as_head_scarf.jpg/200px-Casol_square_silk_scarf_as_head_scarf.jpg)
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-
Koueriadezed alaman en 1952
-
Leanezed e Sevilla (Andalouzia) en 2007 : ur ouel, ha n'eo ket ur mouchouer diouzh ar c'hiz a zo gante war o fennoù.