Naonegezh
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/05/Fridtjof_Nansen%2C_Les_deux_%C3%A9tapes_de_la_faim_%281922%29.jpg/170px-Fridtjof_Nansen%2C_Les_deux_%C3%A9tapes_de_la_faim_%281922%29.jpg)
Naonegezh zo un diouer bras a voued. A-wechoù e varv an dud diwar an naonegezh, pe e vezont gwan-gwan ken e tapont kleñvedoù all hag e c'hallont mervel ganto. Gallout a an naonegezh ra bezañ degaset gant abegoù lies evel eostoù fall, ur boblañs re stank, pe obererezh ur gouarnamant. An holl douaroù annezet dre ar bed a zo bet tapet deiz pe zeiz gant an naonegezh e-pad an Istor.
Lec'hioù zo, dreist-holl en Afrika sub-Saharan, a vez tapet alies gant barradoù naonegezh. Ar rannved-se eo an hini a vez tapet an aliesañ gant an naonegezh abalamour d'ar c'hemmoù hin alies, ur gwall gudenn eo evit al labour-douar eno. Programoù sikour zo da gas boued etrezek Afrika.
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/37/Irish_potato_famine_Bridget_O%27Donnel.jpg/250px-Irish_potato_famine_Bridget_O%27Donnel.jpg)
Un arm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-pad an Istor ez eus bet renadoù o doa bet implijet an naonegezh evel un arm evit lazhadegañ ul lod eus o foblañs pe lazhañ o enebourien. An Impalaeriezh Otoman, pe ar Volcheviked o doa bet implijet an naonegezh evel-se.
- Lu ar Rouantelezh-Unanet en doa mirlec'hioù boued brasañ Europa e-pad Naonegezh Vras Iwerzhon met ne voe roet netra da dud Iwerzhon.
- An Impalaeriezh Otoman a implijas an naonegezh evit lazhadegañ kristenien an implaeriezh e 1915.
- Ar Volcheviked a implijas an naonegezh evit lazhadegañ ul lod eus poblañs Ukraina e-pad an Holodomor (ur ger ukrainek hag a dalvez kement ha "lazhadeg dre an naon").