Oberiadur-brezel Market Garden
Neuz
Operation Market Garden
Rann eus | kampagn al Linenn Siegfried ![]() |
---|---|
Stad | Izelvroioù ![]() |
Lec'h | Izelvroioù ![]() |
Daveennoù douaroniel | 51°26′8″N 5°28′50″E ![]() |
Deiziad kregiñ | 17 Gwe 1944 ![]() |
Deiziad echuiñ | 26 Gwe 1944 ![]() |
Order of battle | Operation Market Garden order of battle ![]() |
![Map](https://maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,51.435556,5.480556,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Oberiadur-brezel_Market_Garden&groups=_01985c331ef8da20a03920cd6af4cc58d03c0aef)
Oberiadur-brezel Market Garden (saozneg: Operation Market Garden) a oa bet un oberiadur-brezel gant ar Gevredidi e-kerzh an Eil Brezel-bed. Stourmet e oa bet en Izelvroioù dalc'het gant Alamagn eus ar 17 betek ar 25 a viz Gwengolo 1944. Pal pennañ an oberiadur-brezel a oa sevel ur silhant 103 km en tiriad suj d'an alamanted gant ur beghent a-us d'an Nederrijn (tu izel ar stêr-veur Roen), o krouiñ un hent d'ar Gevredidi evit aloubiñ norzh Alamagn. Evit dont a-benn e oa ezhomm bezañ efedus ha tizhout palioù daou oberiadur all : krabanatañ 9 font gant nerzhioù kemmesk etre harzlammerien stadunanat pe saoz (lodenn "Market") hag a oa da vezañ heuliet gant treuzadenn ar pontoù gant un nerzh zouar saoz (lodenn "Garden").