Pompei (Henamzer)
Deiziad krouiñ | 6vet kantved kt JK ![]() |
---|---|
Anv ofisiel | Pompeii ![]() |
Anv er yezh a orin | Pompeii ![]() |
Sevenadur | Henroma ![]() |
Stad | Italia ![]() |
E tiriad | Pompei ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 ![]() |
Daveennoù douaroniel | 40°45′2″N 14°29′23″E ![]() |
Darvoud-alc'hwez | seziz, riot, 62 Pompeii earthquake, eruption of Mount Vesuvius in 79, destruction ![]() |
Dastumad | Pompei ![]() |
Statud gladel | Glad bedel ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.pompeiisites.org/ ![]() |
Director of archaeological fieldwork | Gabriel Zuchtriegel ![]() |
![Map](https://maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,40.750556,14.489722,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Pompei_%28Henamzer%29&revid=2070590&groups=_1756a10cb7340d4e043731cb89cb9cf990bb3bf3)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f9/Pompeii.jpg/350px-Pompeii.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/ea/Mt_Vesuvius_79_AD_eruption-la.svg/350px-Mt_Vesuvius_79_AD_eruption-la.svg.png)
Pompei zo ur gêr roman en Italia, e-kichen Napoli, a voe distrujet gant dislonkadenn ar menez-tan Vesuvio e 79 hag adkavet nemet goude 1 600 vloaz dre zegouezh.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goloet e voe ar geoded gant meur a wiskad ludu, un ugentad metrad bennak. Ar furchadennoù arkeologel a reer adalek 350 vloaz o deus lakaet war wel titouroù a-bouez ha resis war ar vuhez a rene annezidi ur gêr e barr an Impalaeriezh roman. Hiziv eo ul lec'h touristel eus ar re vrudetañ, hag a sach gweladennerien a-leizh da Italia, hag unan eus an takadoù dibar enskrivet e roll ar Glad bedel gant an UNESCO.
Lec'hiadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lec'hiet eo Pompei e gevred Napoli, tost d'ur gêr modern anvet Pompei ivez. Tostoc'h d'ar mor e oa gwechall.
Er Iañ kantved e oa Pompei unan eus ar c'hêrioù staliet tro-dro d'ar menez Vesuvio, stumm ur pikern dezhañ. Kresket e oa ar boblañs diwar ar vrud vat a zeue eus strujusted an douar. Kêrioù ha kêriadennoù all, evel Herculanum, zo bet distrujet er memes gwallzarvoud.
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diazezet e oa bet Pompei er VIvet kantved kent Jezuz-Kris gant an Osked, pe Oskaned, a oa o annez e kreiz Italia. Hervez ar vojenn(Pe hini ?) (Daveoù a vank)e teuas di pemp meuriad hag eus an niver pemp e teu an anv (tost e oa ar yezhoù italek d'ar yezhoù keltiek).
Ur porzh goudoret mat anavezet gant merdeerien gresian ha Fenikian e oa Pompei a-raok. Pa zeuas an Etrusked gant mennozhioù aloubiñ e klaskas an Osked sevel un emglev gant ar C'hresianed o doa trevadennoù e pastell-vro Napoli, met aloubet e voe an takad gant ar Samnited er Vvet kantved kt JK. Brasaet e voe kêr er mare-se.