Pont Britannia
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/cd/Britannia_Bridge_Train_crossing_3.jpg/220px-Britannia_Bridge_Train_crossing_3.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/71/Britannia_Bridge_lion.jpg/200px-Britannia_Bridge_lion.jpg)
Pont Britannia zo ur pont etre Ynys Môn ha douar-bras Kembre dreist an Afon Menai.
Pont Llanfair a reer anezhañ ivez e kembraeg, diwar anv kêriadenn Llanfairpwll, met krediñ a reer eo moranvet ar pont Pont Britannia diwar Carreg y Frydain, anv ur garreg ma sav kolonenn greiz ar pont warni.
Leoned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pevar leon kizellet gant John Thomas, e maen-raz, zo bet lakaet e pevar c'horn ar pont. Gant ar barzh John Evans (1826–1888), bet ganet e Porthaethwy, eo bet skrivet ar rimadell-mañ diwar o fennoù :
|
Pevar leon tev |