Mont d’an endalc’had

Porzhe

Eus Wikipedia

Ar Porzhe zo ur vroig eus Kernev, etre Gourenez Kraozon en norzh hag ar C'hab er su, digor war Bae Douarnenez. Diouzh tu ar sav-heol eo bevennet en norzh gant Menez C'homm hag an uhelennoù a stag anezhañ ouzh ar peurrest eus ar Menez Du, er reter gant ar Stêr Deir, hag er su gant menezioù ha koadeier Lokorn.

Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Porzhe emañ ar c'humunioù-mañ:

  1. Kast
  2. Kemeneven
  3. Kerlaz
  4. Lokorn
  5. Ploeven
  6. Plonevez-Porzhe
  7. Ploudiern
  8. Sant-Vig

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv diwar ul liester kozh eus porzh, da lavaret eo ar porzhioù-mor bihan a oa e foñs ar bae[1].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Joseph Loth