Mont d’an endalc’had

R rotunda

Eus Wikipedia

Un doare kozh da skrivañ al lizherenn /r/ eo , anvet r rotunda, aet da get tamm-ha-tamm goude ar Grennamzer, ha chom a rejod a-sav d'ober gantañ e saozneg er XVIvet kantved, da skouer.
Adimplijet e voe gant studierien ar c'hrenngembraeg hag an norseg kozh adalek an XIXvet kantved.

Er penn-kentañ ne veze implijet ar stumm dibar-mañ nemet goude ar vogalenn /o/ ha pelloc'h goude /b/ ha /p/, hag alies a-walc'h da heul /d/ ivez. Biskoazh ne veze skrivet e deroù ur ger, abalamour da se n'eus pennlizherenn ebet dezhi.


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.