Rijksweg 50
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/74/NL-A50.svg/220px-NL-A50.svg.png)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/ce/Rijksweg50.svg/220px-Rijksweg50.svg.png)
Ar Gourhent Rijksweg 50 eo an hent pennañ o liammañ Emmeloord ouzh Eindhoven en Izelvroioù. Ar gourhent-se a dremen dre gêrioù Eindhoven, 's-Hertogenbosch, Oss, Nijmegen, Arnhem, Apeldoorn ha Zwolle.
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/07/Hells_Highway_towards_Nijmegen.jpg/220px-Hells_Highway_towards_Nijmegen.jpg)
E-pad an Eil Brezel-bed e veze graet Gourhent 69 anezhi. Aboe 1969 ez eo bet adanvet N69, bremañ e vez graet gant an anv-se etre harzoù proviñs an Noord-Brabant hag an hent-tizh E34. Ar gourhent a oa hollbouezus evit an nerzhioù kevredet e-pad an Oberiadur-brezel Market Garden. Bez e oa an hent-bras nemetañ a c'helle bezañ implijet evit kas da benn an oberiadur. Goude an emgannoù taer-feuls etre an nerzhioù harzlammerien ha douar kevredet hag an nerzhioù alaman e voe graet "Hell's Highway" anezhi.