Mont d’an endalc’had

Sac'h-dorn

Eus Wikipedia
Maouezed e Pariz e 1799 gant o seier-dorn. E-kerzh an Dispac'h gall zoken e oa galloud gant ar c'hiz
Un itron gant he sac'h-dorn, war-dro 1860

Ur sac'h-dorn zo ur sac'h da zougen en dorn, hag a servij d'ar merc'hed da lakaat pezh o devez ezhomm pa vezont o pourmen e kêr : yalc'h, alc'hwezioù, paperoù, lunedoù, melezourig, fardoù hag all. Ur c'hodell vras zo ennañ ha meur a c'hodell vihan alies. Douget e vez en dorn, met darn zo deuet da vout seier-[[skoaz}} kentoc'h.

Ur rikoù diouzh ar c'hiz eo ar sac'h-dorn, hag un dra da ziskouez eo ivez, hag a c'hall bezañ gwerzhet ker-ruz gant marc'hadourien veur ar c'hiz.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seier a veze gant ar maouezed e meur a boblad amerindian ; seier-labour a oa ivez, peogwir e tastument delioù koka (Erythroxylum coca) e seier danvez.

En Europa e veze paneroù kentoc'h gant ar maouezed pa'z aent da brenañ diankajoù. N'eo ket ar maouezed a renk uhel a brene o boued : ar mitizhien a oa graet evit se, ha paneroù eo a veze ganto. Seier bihan avat a veze gant o mestrezed pan aent da redek ar stalioù-dilhad.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er pezh-c'hoari The Importance of Being Earnest gant Oscar Wilde e oa bet kavet Jack Worthing en ur sac'h-dorn (handbag) e porzh-houarn Victoria Station e Londrez pa oa nevez-c'hanet, ma lavar Lady Bracknell, danvez e vamm-gaer : "A handbag?" — un doare sac'h-dorn brasoc'h e ranke bezañ.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger sac'h-dorn er
wikeriadur, ar geriadur frank.