Sammorell
Neuz
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b1/2018_Mercedes-Benz_Sprinter_314_CDi_2.1_Front.jpg/220px-2018_Mercedes-Benz_Sprinter_314_CDi_2.1_Front.jpg)
![](http://chped.net/https/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8f/1978.citroen.2cv.750pix.jpg/220px-1978.citroen.2cv.750pix.jpg)
Ar sammorell, ar sammgarrig pe ar gamionetenn zo ur c'harbed etre ar c'harr-tan hag ar c'harr-samm, gant peder rod hag ur c'heflusker, evit treuzdougen marc'hadourezh, a-wechoù tud pe loened. Rummet eo er « c'harbedoù dezougen skañv » (KDS).
Ar stroborellig zo ur c'harbed un tamm bihanoc'h eget ar sammorell, a-vent gant ar c'harr-tan met evit an treuzdougen ivez.
Kalz micherioù a ra gant sammorelloù ha stroborelligoù, da skouer an dezougerien ha paotred al lizheroù.